Utilisateur:Louisa Andréane Timothée LiseDiwan/Brouillon

Une page de Wikipédia, l'encyclopédie libre.
Louisa Andréane Timothée LiseDiwan/Brouillon
570*298
Biographie
Naissance
Pseudonyme
Paracetamol
Autres noms
asetaminofen
Autres informations
Représenté par
Julius Axelrod

Doliprane zo unan eus ar merkoù evit gwerzhañ ar volekulenn « paracétamol ». Ul louzoù eo, skañvaat a ra ar boan-benn hag ar poanioù kigennel. Ennañ ez eus ur c'hediad kimiek kemeret evit digreskiñ ar boan hag an derzhienn. Unan eus al louzeier ar muiañ gwerzhet ha bevezet er bed eo, rak nebeutoc'h a reolennoù zo gantañ eget louzeier all hag a zigresk ar boan. Bez' ez eus meur a sort Doliprane, kavet vez e-keñver pouez hag oad an den. Gallout a reer kemer Doliprane e stumm moustradoù pe boultrenn da gemer atav gant un dra da evañ ; kavet e vez ivez evit ar re vihan tout stumm ur siros roz, blaz sivi dezhañ. Al louzoù-man zo restaolet 65% eus ar priz diazez : 1,94 €.

Istor[modifier | modifier le code]

E gwirionez, an Doliprane zo merk kenwerzhel ar volekulenn anvet paracétamol, bet krouet war meur a vloavezh, amzer da vezañ sur ha da gavout kement efed a c'hell kaout. Adalek 1878 e voe kroget an enklaskoù gant ar c'himiour stadunatat Harmon Northrop Morse (1848-1920). Tamm-ha-tamm eo bet digaset disoc'hoù nevez gant tud disheñvel a-benn kaout ul louzaouer efedusoc'h evit mab-den. Hiziv e c'hellomp e implijout gwech an amzer p'hon devez poan en ul lec'h, ur boaz eo da lavar "kemer un Doliprane".

Perzhioù mat[modifier | modifier le code]

Bez' ez eus un efed mat gant ar Paracetamol : sioulaat ar boan-benn, rak er volekulenn Paracetamol ez eus ur broteinenn hag a zo anvet TRPA1 (à vérifier). Mat eo an TRPA1 rak mont a ra da lec'hiou tomm ar c'horf. Ne c'hell ket an Doliprane bezañ dañjerus pa vez kemeret nebeutoc'h eget 1 g bep 6 eurvezh, neuze 3 g bemdez.

Perzhioù fall[modifier | modifier le code]

Kavet ez eus bet efedoù droch war mab-den diwar an Doliprane : ma vez kemeret re a baracetamol e c'heller tapout avufo lemm (?), hag ivez kudennoù avu pe c'hoazh e c'hell bezañ marvus. Peurliesañ ne vez azon ebet e-pad ar 24 eurvezh kentañ en dud goude m'o deus kemeret re baracetamol.

Elfenn gimiek[modifier | modifier le code]

An Doliprane zo graet diwar molekulennoù paracetamol.


Ur volekulenn baracetamol
Delun diazez C8H9NO2
Mas molekulel 151,163 g/mol
Mas volumek 1,26 g/cm³
Gwrezverk teuziñ 169°C
Hanterbuhez skarzhañ 1 eurvezh – 4 eurvezh
Niverenn CAS 103-90-2
Anv IUPAC N-(4-hydroxyphenyl)ethanamide
N-(4-hydroxyphenyl)acetamide